audio
audioduration (s)
0.51
35.5
text
stringlengths
2
597
peogwir aze ni hon eus graet hon eus evit hon implij un tamm personel, da lavaret eo evel brezhonegerien. Hag euh kelennerien ivez evit ul lodenn.
M'emaoc'h-c'hwi euh ur c'helenner pe ur gelennerez, ma'z oc'h ur studier pe ur c'hlasker hag m'ho peus ezhomm… ma implijit an displeger, hag ho peus mennozhioù evit gwellaat… ma vefe a-fet ketal, etrefas pe euhm a-fet… euhm pezh a vez kavet e-barzh, a bep seurt traoù.
M'ho peus mennozhioù dreist-holl, kasit deomp, euh ha lavarit deomp euh… m'ho peus… zoken m'emañ er roll-mañ, lavarit deomp ma zo traoù ho peus c'hoant e vefe graet ar buanañ posupl.
A-raok ar re all kwa, da lavaret eo evidomp da lakaat ur briorelezh un tamm em… er pezh a vo diorroet.
Met n'hallomp ket gouzout petra eo ezhommoù an dud benn ar fin, neuze euh, dreist-holl lavarit deomp petra o peus c'hoant gwelet war al lec'hienn ha m'ho peus un implij da gaout.
Ha m'ho peus mennozhioù nevez, evel-just.
e vint degemeret mat, ouzhpenn mat memes. Ya !
Ha ma fell deoc'h euh kemer perzh evit un droidigezh bennak pe… pe n'ouzon ket petra evel-just e c'hellit mont e darempred ganeomp hag e vo heñchet ac'hanoc'h war an doare d'en ober.
Ya, penn-da-benn. Ah ya marteze n'hon eus ket diskouezet penaos ober ma… ma vank un droidigezh pe ma vank ur verb e-barzh an diaz.
Euh ya ma vank ar verb da skouer euh, ijinomp ur verb.
Lakaomp ez eus eus… ijinomp e vefe deus ar verb-se e brezhoneg. Hag hon eus disoñjet lakaat ar verb euh. Setu, neuze e lak war wel diouzhtu un dra da… un dra darempred. N'eo ket bet kavet ar verb-mañ.
Neuze e c'haller… e c'hellit kas ur postel war-eeun. Hag ma vank un droidigezh, e peseurt skouer, da skouer ma 'z an e saozneg. Graet… echuet eo an troidigezhioù e saozneg hag e galleg, dija, nann ?
Ah ya, n'ouzhon ket ma vo kavet unan lec'h ma n'eus ket a droidigezh. Ah bah setu.
war ur verb, lec'h ma n'eus euh troidigezh ebet hag a zo "stivajiñ".
Ha n'ouzon ket petra dalv. Neuze em eus ezhomm kaout un droidigezh, neuze e c'hellan kas ur postel, zoken ma e brezhoneg ne… ya setu.
Ne 'z eus ket a droidigezh gallek neuze, mar plij, roit d'unan bennak, hag e c'hallit kinnig un dra bennak evel-just, se eo ar pal.
Setu, Ya ! Ebeñ, d'am soñj eo… hon eus gwelet pep-tra a oa war ar roll da welet.
M'ho peus goulennoù euh savit anezho bremañ, chomet e vo c'hoazh un nebeut amzer ha goude beñ e c'hellit adkavout ar video-mañ, lakaet e vo war Youtube.
Ha chom a raio war Facebook neuze e vo tu deoc'h euhm, e vo tu deoc'h adsellet ouzh ar video-mañ ma…
Hag evel-just, kit e darempred ganeomp euh, m'ho peus goulennoù all pe kinnigoù.
Ya, neuze gellout a rit mont e darempred ganeomp gant Facebook.
Ya. Hag ar video-mañ a vo kaset war euh chadenn Youtube An Drouizig, se eo ?
Ya ya, ne vo ket krouet ur chen Youtube a ratozh-kaer, war hini An Drouizig e vo. Ha chom a raio war ar bajenn-mañ.
Mat-tre, ebeñ… M'ho peus goulennoù e c'hellit kas anezhe deomp diouzhtu hag e vo klasket respont.
Neuze distanket eo kont Twitter ? N'eo ket c'hoazh, Gwenvred siwazh, met… d'am soñj emaint euh… o… e-pad an dibenn-sizhun n'emaint ket o labourat, met spi em eus e vo graet-se.
Hir eo bet al labour evit ober al lec'hienn ?
Ola, ya, <C'HOARZH> euh kroget omp e daou vil triwec'h, ma ne fazian ket. En hañvezh daou vil triwec'h.
Hag eo deuet maez beñ tri, kazi tri bloaz war-lerc'h a-benn ar fin.
met euh, ya… amzer treiñ pep tra, amzer programmiñ pep-tra. Diorren hag-all, hag-all.
Ya, ouzhpennañ verboù, tout se. Peogwir eo bet kroget tamm-ha-tamm hag euh… e labouromp war an amzer vak.
Met setu ne… n'eo ket euh <C'HOARZH>… n'eo ket tri bloaz war leun-amzer, evel-just.
Daoust hag-eñ ez eus evezhiadennoù mod-all ?
Mersi bras deoc'h evit al labour. Bah kudenn ebet. Chom ra traoù d'ober, heñ.
Ya, ya, ya. Ya ya, fin euh, war ar forom diabarzh on eus, aze, evit euh komz eus ar raktres-se evit euh… d'am soñj ez eus kant, kant tregont euh kartenn pe… fin sujed bennak hag hon eus graet war-dro hanter-kant hepken pe un dra bennak e-giz-se…
A bep seurt.
Ar pal zo, zo ober un ostilh euh evit euh evit mat an holl a-benn ar fin. Ar pal zo bezañ apartizan, da vat.
Ya setu perak eo diaezet war mammennoù a-benn ar fin. N'hon eus ket c'hoant lakaat euh war wel euh un tu euh, pe penaos, un doare da sellet euh resis na netra.
Ha zoken ma ne, feñ eo diaes d'ober e klaskomp bezañ an nep… an neptuañ posupl, en ur ginnig neuze euh bepred mammennoù pe traoù mod-se,
ha diazezet war ur yezhadur euh, ur yezhadur standard.
Pelec'h ha penaos hon eus desket ar brezhoneg ? Euh, beñ ni zo bet e Diwan. <C'HOARZH> Ni hon daou.
Ma, euh klozet e vo. Ya, petra ?
Ah, nann OK. Nann, respontet eo bet d'ar holl…
Ya, tu vo, tu vo klozañ euh, klozañ ar skignadenn.
Ma, m'ho peus… n'eus goulenn all ebet ganeoc'h.
Arabat, arabat sevel ur goulenn toull hañ, aze eo ar goulenn diwezhañ. <C'HOARZH>
Programmet hon eus ar skignadenn-se un tamm er mare diwezhañ, neuze marteze euh kalz a dud o deus gwelet, met dre ma vo ar video war Youtube.
Ma sellit se war Youtube, kasit deomp ur postel m'ho peus goulennoù, evel-just.
Mat-tre.
Ho ho tud o deus bet deskadurezh neuze a-benn ar fin
Ya ya deskadurezh… deskadurezh desket o deus met… e-barzh ar skol e oant bet un tamm kwa « heñ « met goude-se gant an amzer a vez desket un dra bennak deoc'h atav kwa met ya, sur, ah
Ha bez e veze levreier ba b'an ti ? Oh veze ket
Oh nann levrioù nann ne veze ket nann ne oa ket ar mod diouzh an dra
Ah Nann. Ne oa ket amzer da lenn hag an dra-se peogwir d'ar re gozh a gave dezho gwechall lavar ne oa gant an dra-se… an dra-se ne dalveze ket netra kwa… lenn
Ah nann ? Ne oa ket amzer da lenn oh nann
<C'HOARZH> Memes euh lenn an Aviel peotramant… peotramant Buhez ar Sent ?
Ah Buhez ar Sent ya an dra-se a veze partout ya
Setu an dra-se a veze e-barzh du-se ? E-barzh du-mañ ne oa ket met e-barzh ti ma zud-kaer goude-se a oa
E-barzh ti ho tud ho tud-kaer. Ya a oa… a oa unan ya hmm. Buhez ar zent. Buhez ar Sent ya. Hmm, ya. An dra-se a veze lennet. Ya, ya, ma gwaz am eus bet klevet anezhañ o lavaret lavar e dad… o dad a lenne Buhez ar Sent dezho bemnoz bemnoz e veze lennet Buhez ar Sent dezho. Bemnoz, Ya e veze tennet un tamm kwa diouzh… diouzh al levr ya
Ah un un tamm deus Buhez ar Sent bemnoz. Ya ya, hmm. met an dra-se a veze graet e-pad ar goañv ken peotramant… Oh emichañs ya pa veze hir an noz kwa ya… ya…
Nann, beñ ni meump ket bet se… Ba du-mañ ne veze ket. Nann. Nann nann.
Ya peogwir gwechall ne oa ket elektrisite.
Setu pa veze hir an noz…
Beñ geo al lamp pichon a veze lakaet war ar pod du… e-kichen an tan. Ar pod du ? Ya ya <C'HOARZH> hag e veze lakaet dour e-barzh c'hoazh. Ah ya. Ya ya ar pod du a-dreñv an tan ya.
A-benn kaout dour tomm kwa. A veze an dour zomm marteze ya ya ya hmm ya hmm ya
A ya se a oa aes. Ya ya hmm ya.
Hag euh al lamp pichon a oa. Al lamp pichon ya. Peotramant ul letern
Lamp petrol oa, ya lamp petrol, ya ya. Mod-all al letern a veze ya evit mont d'ar c'hreier ha mont partout e veze dav kaout gouloù a-walc'h. A ya. setu e veze alumet al letern ya. Ah ya. Ya.
Ah ya. Ha soñj ho peus diouzh ar goañv… peseurt mod e oa yen ha…
A-wechoù a oa skorn. Beñ skorn met d'ar mare-se a veze skorn a viz, bremañ ne vez ket ken bremañ n'eus ket goañv ken <C'HOARZH> na n'eus ket na hañv n'eus ket ivez, memes kavet n'eus kaer. Nann. Nann nann, euhm, ya ya soñj 'm eus e veze e veze goañv sertenamant ya ya
Ah ya ya, d'ar poent-se e oa… e oa yen hardizh. Ah ya ya ya. E-pad ar goañv kwa… ya ya ya ya ; ha setu e veze dav… e veze ret deoc'h mont d'ar skol memes tra. Ah dav a veze mont d'ar skol memes tra, forzh peseurt amzer e veze…
Memes pa veze erc'h ? Beñ ya ya ya aec'h d'ar skol memes tra, ya. Ha gant boteier koad ? Ar botoù koad
Ne oa ket aes… emichañs
Pff ni a oa boazet ar mod-se n'hon doa ket gwelet nemet an dra-se, seurt ar mod-se <C'HOARZH> ne ouiemp ket hag-eñ e oa un dra bennak aesoc'h kwa gouzout rit, gouzout rit nañ vez gwelet met d'ar mare-se ez aemp gant botoù koad d'ec'h. Ya ya tout an dud a oa memes mod. Memes mod… tout an dud a oa memes mod ya ya.
Ha soñj ho peus bezañ bezañ risklet ur wech euh war war an hent. Oh ya emichañs hon eus bet graet… m'eus ket kement-se soñj met sur met sur hon eus bet graet ah
Kouezhet un tamm ha… Kouezhet ha neuze plijadur a veze pa veze skorn warno. Ar vugale etrezo a veze o risklañ… e veze o c'hoari
Risklañ ha traoù ya ya. A ya e-barzh ar porzh e veze graet ivez. Ya ya. Porzh ar skol peotramant. Oh porzh ar skol ne veze ket peogwir ne veze ket… nann nann
Deus ? Deus Krec'h Madiec a deuemp deus… a deuemp d'ar veilh avel kwa… d'ar skol aze. A diouzh Krec'h Madiec… an dra-se eo anv ? Anv kêr e-lec'h e oan o chom
Nann nann, ah ya peogwir c'hwi a zo bet savet gant ur… Gant ur eontr ya. Gant hoc'h eontr deoc'h. Gant ur eontr ya. Ya ya hag euh lavaret ho peus din abalamour petra met m'eus ket soñj m'eus dalc'het soñj
Abalamour e oamp oh kalz vugale kwa ha setu pa oa oh oh daou dri bloaz a-raok c'hoazh hag ar re all a oa brasoc'h euh met goude-se e oa deuet div verc'h en-dro setu ma eontr emichañs en doa… da soulajiñ ma mamm en doa tapet unan ac'hanomp
ha goude-se ma mamm a oa marv ar bloavezh war-lerc'h kwa… goude bezañ bet ur verc'h all hag ma mamm a oa marv, setu goude-se me a zo bet chomet ba gant ma eontr ya
Ha… ho mamm a zo marvet en ur… en ur ganañ ar verc'h-mañ. Ya goude-se ya… un nebeud devezhioù goude ya
Un nebeud devezhioù goude e oa ganet ar verc'h ya… ya a oa-hi marv
Traoù a mod-se a c'hoarveze gwechall. Oh ya gwechall a zo erruet traoù ar mod-se ya… ya
Ha just a-walc'h soñj ho peus gwelet ar medisin o tont… o tont d'ar gêr pa oac'h bihan a-wechoù
Oh m'eus ket
Enfin n'ouzon hag-eñ e veze goulennet met nann m'eus ket soñj gwelet ar medisin dont pa oan bihan, nann
pa oan yaouank nann 'm eus ket soñj gwelet medisin ebet nann. Biken… morse peus bet gwelet. 'm eus ket soñj nann, nann nann
Ha petra a soñjit deus euh an trubuilhoù a zo bremañ gant an « agrikultur » ha ya, tout zo bet… bez a zo bet manifestadegoù nevez a zo aze. Ya.
Zo bet prometet traoù d'al labourerien douar
ya ya met vez ket roet kalz tra dezho
nann just a-walc'h
Euh evel e oa un amezeg o lavaret din… n'eus lavaret pad ur « reunion », oh ya an dra zo ur pennadig zo
Euh ret eo din lavaret an dra-se dit e galleg
setu anat dit gouzout lavar eo
eo ret bezañ d'an traoñ a-benn labourat kwa heñ hag ar re vez re uhel an traoù ganto ebeñ roint seurt ebet d'ar re all
gwelloc'h vez ganto derc'hel dezho o-unan
bez zo mizer e-barzh an « agrikultur » met n'ouzon ket hag-eñ ne vo ket muioc'h c'hoazh.
kar ni meump bet labouret pa oamp yaouank heñ… bet meump bet graet bep seurt heñ, me m'eus troc'het geot, me m'eus troc'het geot gant ar falz hag ar falc'h
a-raok ar brezel heñ, hag e-pad ar brezel ivez
Ebeñ bremañ emaint e-barzh traktourien… me a oar kwa heñ